par Ewen Le Gall | 22, Fév 2022
E-pad ar pevare prantad e vo graet Handball. Ar pal a zo labourat war ur sport a-stroll (gant ar volotenn ar wech-mañ !). Ur bern traou a vo desket ganeomp : doujañ ouzh reolennoù ur c’hoari, diorriñ ur skiant-varn, kenober evit ur memes pal, asantiñ ar stourm,...
par Ewen Le Gall | 18, Fév 2022
Kemeret hon eus perzh er skol d’ar Sizhun Olimpek en ur heuliañ videoprezegennoù eus tri gourener eus ar skipailh Frañs Olimpek ha Paralimpek gant skolioù-all. Selaouet hon eus ouzh o tisplegadennoù war peanos prientiñ kenstrivadegoù bras mod-se hag ivez o vuhez...
par Ewen Le Gall | 16, Fév 2022
Echuet eo ganeomp ar c’hwec’h prantad e brezhoneg gant Soazig. Dizoloet hon eus mojennoù breizh disheñvel : kannerezed-noz, an Ankoù, istor Konomor ha Trifin, hag ivez ar bobl preizhour peñse : ar Baganiz. Labouret hon eus ivez war kartenn Breizh ha war ar...
par Ewen Le Gall | 19, Jan 2022
Hiziv eo deuet ur poliser er c’hlas, an Aotroù Adam, evit komz ouzh internet. Diskouezhet en deus deomp petra oa internet ha penaos ez ae en dro an traoù. Displeget en deus deomp ivez e oa ret diwall pa implijout internet : dañjerioù a zo ivez (titouroù privez,...
par Ewen Le Gall | 7, Déc 2021
A drugarez da Soazig (Ti ar Vro Kawan) e vo heuliet ganeomp un nebeut prantadoù e brezhoneg diwar-benn kontadennoù ha mojennoù breizh (istorioù sorserien, sorserezed, tasmantoù, viltañsed, boudoù, korriganned, …) en ur ober ul liamm gant hor tem klas war Harry...
par Ewen Le Gall | 6, Déc 2021
Echu eo an Transat Jacques Vabre ! Sellet hon eus ouzh un nebeut videoioù eus ar redadeg ha dizoloet hon eus ar gartennoù-vor. Savet hon eus ivez bigi IMOCA gant ar maketennoù projet deomp gant Bureau Vallée Lannuon (Mersi bras dezho ha da mamm Emma !). Eskemmet hon...