02 96 46 26 10 eco22.jda.lannion@e-c.bzh

Geografiezh ha niverel (numérique) gant Geoguess

Labouret hon eus war ar geografiezh dre an niverel. Implijet hon eus al lec’hienn Geoguess. Pal ar c’hoari : pelldouget omp d’un doare dargouezhek war dachenn an Treger, fiñval a reomp gant Google Street View ha ret eo deomp adkavout pelec’h...

Arvest Carré Magique – Spectacle Carré Magique

Aet omp bet da welout an arvest “Victor ou la naissance d’une pensée” er Carré Magique e Lannuon. An abadenn a zo aozet gant ar strollad Compagnie du Dagor. Kontet o deus deomp istor Victor adalek un darvoud o lakaat reuz en e roudennad sioul ha...

Handball evit ar re Divyezhek

E-pad ar pevare prantad e vo graet Handball. Ar pal a zo labourat war ur sport a-stroll (gant ar volotenn ar wech-mañ !). Ur bern traou a vo desket ganeomp : doujañ ouzh reolennoù ur c’hoari, diorriñ ur skiant-varn, kenober evit ur memes pal, asantiñ ar stourm,...

Sizhun Olimpek – Semaine Olympique

Kemeret hon eus perzh er skol d’ar Sizhun Olimpek en ur heuliañ videoprezegennoù eus tri gourener eus ar skipailh Frañs Olimpek ha Paralimpek gant skolioù-all. Selaouet hon eus ouzh o tisplegadennoù war peanos prientiñ kenstrivadegoù bras mod-se hag ivez o vuhez...

Mojennoù Breizh… fin (gant Soazig)

Echuet eo ganeomp ar c’hwec’h prantad e brezhoneg gant Soazig. Dizoloet hon eus mojennoù breizh disheñvel : kannerezed-noz, an Ankoù, istor Konomor ha Trifin, hag ivez ar bobl preizhour peñse : ar Baganiz. Labouret hon eus ivez war kartenn Breizh ha war ar...

Aotre internet / Permis internet

Hiziv eo deuet ur poliser er c’hlas, an Aotroù Adam, evit komz ouzh internet. Diskouezhet en deus deomp petra oa internet ha penaos ez ae en dro an traoù. Displeget en deus deomp ivez e oa ret diwall pa implijout internet : dañjerioù a zo ivez (titouroù privez,...