02 96 46 26 10 eco22.jda.lannion@e-c.bzh

Bet hon bet d’ober ur bourmenadenn goude merenn el liorzh Bossuet : pegen brav e oa an amzer ! 

Hirie e oa un devezh ispisial ! Enrollet hon bet ‘vit Kan Ar Bobl 2021 !  Gwisket e gwenn ha du, un tammig stresset, deuet eo mat tre ar ganaouenn Karantez Vro ganeomp ! Skrivet eo bet ar ganaouenn-se gant ur varzhez eus Bro Dreger : Anjela Duval. Brav-tre eo. Evit poen eo miret ar sekret… ret eo vo gortoz un tammig c’hoazh evidoc’h ‘vit selaou ac’hanomp !

Plijus-tre eo bet ! Eürus omp da vezañ tapet perzh en ar raktress-se ! 

Ar CM2 o soñj e oa ar wech diwezhañ evito met piv a oar marteze e vo kendelc’het er skolaj evito  !?