02 96 46 26 10 eco22.jda.lannion@e-c.bzh
D’ar meurzh 25 a viz mae e oa un devezh ispisial e skol Jeanne D’Arc ! Pep skoliad en doa gwisket dilhad mod skolidi Bro Saoz. Klasket o deus komz e saozneg e-pad toud an devezh. Kroget eo bet an devezh gant ur soner biniou-bras (Tad Eve a oa deuet d’ar skol da degemer Rouanez Bro Saoz). Goude bodet eo bet klasoù war ar porzh ‘vit selaou Itron Le Bourdoulous hag ar Rouanez. E fin an devezh eo bet graet un adverenn saoznek ganeomp. Fentus e oa an devezh-se !