02 96 46 26 10 eco22.jda.lannion@e-c.bzh

Aozet eo bet evit fin ar bloaz un “devezh divyezhek” d’ar yaou 30 a viz Even evit ar c’hlasoù Skol-vamm, CP-CE1 ha CE2-CM1-CM2 divyezhek. Aet omp bet d’ar mintin e park ha liorzh al lise Bossuet da selaou kontadennoù e brezhoneg gant ar c’honter Erwan Hemeury. Fentus e oa ! Debret hon eus da c’houde el liorzh. Distroet omp er skol goude merenn evit kemer perzh e stalioù e brezhoneg gant c’hoarioù kartoù (7 familh, Klas ar ger, c’hoari an anvioù-gwann, c’hoari ar verboù…) hag c’hoarioù koad ar vro (bouloù breizh, birinig…). E fin an devezh hon eus sellet daou filmig e brezhoneg : ar Gruffalo ha Dimitri e Ubuyu. Mat-tre e oa an devezh evit an hentenn divyezhek ha plijadur a zo bet gant an holl !

Pour la fin d’année, une “journée bilingue” fut organisée le jeudi 30 juin pour les classes maternelle, CP-CE1 et CE2-CM1-CM2 bilingues. Nous sommes allés au parc et au jardin du lycée Bossuet pour écouter les contes en breton du conteur Erwan Hemeury. C’était drôle ! Nous avons mangé ensuite dans le jardin. Nous sommes retournés à l’école après le déjeuner pour participer des ateliers en breton avec des jeux de cartes (7 familles, Cherche le mot, jeu des adjectifs, jeu des verbes…) et des jeux traditionnels en bois (boules bretonnes, jeu de quilles…). À la fin de la journée nous avons regardé deux courts-métrages en breton : le Gruffalo et Dimitri à Ubuyu . Ce fut une agréable journée pour la filière bilingue et tout le monde s’est bien amusé !